La Lupe

La Lupe a oa anv-micher Guadalupe Victoria Yolí Raymond, a oa ur ganerez kuban ganet d'an 23 a viz Kerzu 1936 e Santiago de Cuba ha marvet d'an 29 a viz C'hwevrer 1992 er Bronx e New York, ma'z eo bet adanvet 139th Street en hec'h anv, La Lupe Way. Kanañ a rae bolero, guaracha ha pezh a veze anvet latin soul. Hiziv e vez gwelet evel ur ganerez salsa evel Celia Cruz. Meur a bladenn he deus graet gant ar soner Tito Puente.


Developed by StudentB